Mont d’an endalc’had

Oude Kerk

Eus Wikipedia
Oude Kerk, gwelet eus Oudezijds Voorburgwal


Oude Kerk (iliz kozh en nederlandeg) eo an iliz koshañ a zo en Amsterdam. Er c'harter anvet De Wallen emañ, eus ribl reter ar stêr Amstel. Kregiñ a reas al labourioù e 1300, ha kensakret e voe e 1306. Savet e voe war roudoù ur vered, ha setu perak ez eo leur an iliz ur vered vras. Adkempennet e voe er XVIvet kantved, al labourioù a badas betek 1460, ha div wech e rankas al labourerien chom a-sav, e 1421 hag e 1456, abalamour d'an tanioù-gwall a c'hoarvezas en Amsterdam. Enni e kaver ur meskaj arz gotek hag arz an Azginivelezh. Pa voe trec'h ar galvinisted war ar gatoliked e 1578 e voe tennet an oterioù hag an delwennoù a oa enni. E 1951 e voe serret an iliz, rak war-nes e oa da gouezhañ en he foull. D'ar 25 a viz Mae 1955 e voe krouet Ensavadur Iliz Kozh Amsterdam. Daou bal a voe lakaet : saveteiñ ar savadur, hag aozañ ennañ darvoudoù sevenadurel. Al labourioù a grogas e 1955 hag e padjont betek 1979. D'ar 14 a viz Meurzh 1979 e voe digoret an iliz en-dro.

Kloc'hdi Oude Kerk
Diabarzh Oude Kerk, ar chantele a weler er foñs
Diabarzh Oude Kerk, an ograoù a weler er foñs

En nev e kaver bezioù meur a zen brudet, en o zouez :

Unan eus ar bezioù a gaver e-barzh Oude Kerk
  • Oudekerksplein 23, 1012 GX Amsterdam


Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù.