Mont d’an endalc’had

Ottavio Farnese (1598-1643)

Eus Wikipedia

Ottavio Farnese (Parma, 1598-1643 Parma) a oa mab bastard da Ranuccio Iañ Farnese ( 1569-1622) dug Parma ha Piacenza ha d'e serc'h Briseide Ceretoli, merc'h d'ur c'horonal, Ottavio Ceretoli e anv. Ur c'hoar vastard en doa ivez, Isabella[1].

Daou vloaz goude e c'hanedigezh, en 1600, e timezas Ranuccio da Margherita Aldobrandini, merc'h-vihan d'ar pab Klemañs VIII. Da gentañ ne voe bugel ebet, sede ma kavas furoc'h Ranuccio anavezout Ottavio e 1605 evel pennhêr dezhañ ha danvez-dug[2].

Adalek 1607 betek 1620 e voe Ottavio aotrou Borgo San Donnino, Fiorenzuola, Val di Nure, Leonessa, Cittaducale, Montereale, Penne, Campli, Ortona, Altamura, Castellamare ha Roccaguglielma[1].

E 1610 e c'hanas gwreg Ranuccio ur mab, Alessandro, a oa bouzar ha ne c'halle ket ren. E 1612 e c'hanas ur mab all Odoardo, ha goude div verc'h hag ur mab c'hoazh. Goude dek vloaz a briedelezh en devoa Ranuccio bugale hervez al lezenn, setu ma anavezas Odoardo neuze evel pennhêr e-lec'h Ottavio[2]. Kement-se a lakaas droug da sevel en Ottavio.

War-dro 1620 e timezas Ottavio, marteze da Sofronia Sanvitale, merc'h da Girolamo, markiz Sala ha Colorno[1].

Ottavio, droug ennañ dre ma oa bet dibennet, a aozas un irienn a-enep e dad, hogen c'hwitet e voe. Tapet e voe, tennet e vadoù digantañ, ha bac'het gant e dad e 1621 en Parma[1].

Mervel a reas goude tremen ur bloaz warn-ugent er vac'h, marteze diwar ar vosenn.

  1. 1,0 1,1 1,2 ha1,3 https://web.archive.org/web/20120516004309/http://genealogy.euweb.cz/italy/farnese2.html
  2. 2,0 ha2,1 https://web.archive.org/web/20051202053246/http://www.arcobaleno.net/personaggi/farnese2.htm