Orelsan
Aurélien Cotentin, pe Orelsan (/ɔʁɛlˈsan/) diouzh e anv arzour, a oa bet ganet en Alençon (Orne) d'ar 1añ a viz Eost 1982. Rapour, kanour ha sonaozour eo da gentañ-penn, daoust m'en deus labouret ivez evel aktour, sevenour filmoù ha senarioour.
Dre Internet e oa bet anavezet da gentañ, gant ar c'hanaouennoù Saint-Valentin ha Changement en doa embannet e 2008 war e bajenn Myspace. E-giz-se e kavas ul label evit produiñ e albom kentañ, Perdu d'avance, embannet e 2009. Hennezh a yeas da « bladenn aour », daoust d'ar reuz en doa sachet Orelsan war e chouk abalamour d'ar ganaouenn Sale Pute. E 2011 e teuas e eil albom er-maez, Le Chant des Sirènes e anv. Berzh bras a reas ar bladenn-se, pelloc'h evit e bed ar sonerezh rap. Testennoù Orelsan ha sonioù e broduer Skread zo plijet da galz a dud, d'an dud a vicher (div Victoire de la Musique) koulz d'an dud ordin (« pladenn blatin » dre ziv wech). Da c'houde e savas Orelsan un daouad asambles gant e vignon Gringe : Casseurs Flowters eo anv ar strollad, a savas ur bladenn e 2013 hag ur film (Comment c'est loin) e 2015. E-pad bloaz o deus c'hoariet ivez en heuliad sketchoù berr Bloqués produet ha skignet gant ar chadenn skinwel Canal +. E 2017 e adstagas Orelsan gant ar sonerezh : e drede albom La fête est finie a zeuas er-maez en diskar-amzer, brudet da gomañs gant ar ganaouenn Basique. Kreskiñ a reas ar berzh hag ar brud ur wech ouzhpenn : teir Victoire de la Musique a yeas gant ar bladenn-se. Daoust ma oa bet Orelsan en entremar e-pad pell e tivizas sevel ur pevare albom a-benn ar fin : Civilisation, embannet e 2021 da-heul ar single L'Odeur de l'Essence. Dindan 5 miz ez eas da « pladenn blatin », ar pezh na oa c'hoarvezet biskoazh e Frañs. Teir Victoire de la Musique en doa resevet bloaz war-lerc'h : gant Alain Bashung ha Matthieu Chedid eo an arzour priziet ar muiañ da-geñver al lid-se, gant 12 Victoires en holl.