Mont d’an endalc’had

Oranienburg

Eus Wikipedia
Lec'hiadur Oranienburg e Brandenburg hag e distrig Oberhavel
Kastell Oranienburg
Skoed-ardamez Oranienburg

Oranienburg a zo ur gêr e Land Brandenburg en Alamagn. Kêr-benn distrig Oberhavel eo. 162,37 km² eo gorread Oranienburg. 41 590 annezad a oa enni e miz Kerzu 2009 (stankter : 256 annezad/km²). Wart ribl ar stêr Havel emañ, 35 km ac'hann da Verlin, war-du an norzh.

Rannet eo Oranienburg e 9 distrig :

  • Friedrichsthal
  • Germendorf
  • Lehnitz
  • Malz
  • Oranienburg
  • Sachsenhausen
  • Schmachtenhagen
  • Wensickendorf
  • Zehlendorf

Anv orin Oranienburg a oa Bötzow. Krouet e voe en 12vet kantved ha meneget evit ar wec kentañ e 1216. Soñjal a reer ez eo Albrecht Iañ Brandenburg a lakaas sevel ur c'hastell e-kichen ribl ar stêr Havel ha tro-dro d'ar c'hastell e oa kenwerzherien hag artizaned.

E 1646 e timezas Friedrich Wilhelm Iañ Brandenburg gant Luise Henriette von Oranien-Nassau. Ar briñsez a lakaas sevel ur c'hastell e mod izelvroat hag anvet e voe Oranienburg. E 1653 e voe kemmet anv Bötzow hag e teuas da vezañ Oranienburg.

E 1933 e voe krouet unan eus ar c'hampoù-bac'h kentañ en Oranienburg. Serret e voe e 1935.

En Oranienburg e oa ivez kreizenn raktres nerzh nukleel an Trede Reich hervez an istorour Antony Beevor. Soñjal a reer e voe divizet stagañ gant emgann Berlin gant Stalin a-benn tapout ar greizenn-se[1] Lavaret e vez ivez ez eo abalamour da se e voe bombezennet gant aerlu SUA d'ar 15 a viz Meurzh 1945, evit ma ne vefe ket tapet gant ar Rused just a-walc'h.[2].

Gevellet eo Oranienburg gant :

  1. Antony Beevor Berlin: The Downfall 1945, Penguin Books, 2002, ISBN 0-670-88695-5
  2. Richard G. Davis,Bombing the European Axis Powers. A Historical Digest of the Combined Bomber Offensive 1939–1945 Alabama: Air University Press, 2006, p. 518

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn.