Onega (stêr)

Eus Wikipedia
An Onega

An Onega (Онега e ruseg) a zo ur stêr e Rusia, 416 km hed dezhi.

Eienañ a ra el lenn Latcha. Tremen a ra dre gêrioù Kargopol hag Onega a-raok aberiñ e Bae Onega, er Mor Gwenn, er mervent da Arkhangelsk.

Skornet e vez ar stêr adalek fin miz Here-deroù miz Kerzu betek hanter-Ebrel-deroù miz Mae.