Mont d’an endalc’had

Omnia vincit amor

Eus Wikipedia
Amor Vincit Omnia. 1602 - 1603. Eoullivadur war lien . 156 x 113 cm. Gemäldegalerie, Berlin.

Omnia vincit amor (Ar garantez a deu a-benn eus pep tra), zo un tamm eus ur werzenn latin gant Vergilius. A c'hall bezañ lavaret ivez Amor Vincit Omnia, anv ul livadur gant Caravaggio, awenet gant ar werzenn.

Dont a ra ar werzenn-se eus an Egloga (X, v. 69) ha skrivañ a ra ar barzh ouzhpenn : «Et nos cedamus amori», ha ni ivez plegomp d'ar garantez.

Kaoz zo gantañ eus Amor, pe Kupidon, tirant an doueed hag an dud, ha n'halle nikun diwall diouzh e saezhoù , gouez d'ar varzhed.