Olivier de Coëtivy
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Anv-bihan | Olivier |
Deiziad ganedigezh | 1418 |
Deiziad ar marv | 1480 |
Tad | Alain III de Coëtivy |
Mamm | Catherine du Chastel |
Breur pe c'hoar | Prigent VII de Coëtivy, Alain de Coëtivy |
Pried | Marie de Valois |
Bugel | Gilette de Coëtivy, Charles de Coëtivy, Comte de Taillebourg, Catherine de Coëtivy, Marguerite de Coëtivy |
Familh | Q3065744 |
Micher | milour |
Karg | Kambrelan, seneschal |
Brezel | Brezel Kant Vloaz |
Olivier de Coëtivy, ganet e 1418, marvet e 1480, a oa un aotrou gall, a orin breizhat. Kuzulier ha kambrelan ar roue gall Charlez VII e oa. Titloù ha kargoù en doa : kont Taillebourg, aotrou Royan ha Saujon, kabiten Saintes ha Talmont, ha senesal Guyenne.
Mab e oa da Alain III de Coëtivy ha Catherine du Chastel, breur da Prigent VII de Coëtivy ha da Alain IV de Coëtivy, lesanvet « le cardinal d'Avignon ».
Dimeziñ a reas da Marie de France (anvet ivet « Marie de Valois », 1444–1473), bastardez da Charlez VII ha da Agnès Sorel.
Senesal Guyenne
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Adkemeret e voe Akitania digant ar Saozon gant an arme c'hall e 1451. Anvet e voe Olivier de Coëtivy da senesal Guyenne gant Charlez VII, ha da gabiten kêrioù ha kestell Saintes ha Talmont.
D'an 23 a viz Here 1452 e voe treitouret Olivier de Coëtivy gant Arnaud Bec ha prizoniet gant Louis de Brutailhs, ha kaset da Vro-Saoz, goude adkemeret Bourdel gant John Talbot, lakaeet gant Henry VI e penn an arme saoz. Dre feur-emglev e oa bet lakaet priz an daspren d'ar 15 a viz mae 1454, ha sinet gant John Talbot hag Olivier de Coëtivy, ha dieubet e voe senesal Guyenne kenkent ha paeet un darn eus an daspren en Genver 1455, ar peurrest a oa da vezañ paeet a-hed an tri bloaz goude. koulskoude, n'en dije kuitaet bro-Saoz nemet en 1458 er sizhun a-raok e eured.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Jean Favier, Dictionnaire de la France médiévale, Fayard, 1995, (ISBN 978-2-213-03139-2) (fr)
- Georges Minois, Charles VII – Un roi shakespearien, Perrin, 2004, (ISBN 978-2-262-02127-6) (fr)