Oileán Mhic Dara
Neuz
Oileán Mhic Dara (St. MacDara's Island e saozneg) zo un enezenn dirak aod kreisteiz kontelezh Gaillimh, en Iwerzhon.
Gwelet a reer enni an aspadennoù eus ur manati kristen a oa bet savet en Xvet kantved, e-lec'h ur peniti koad koshoc'h hag a vije bet savet gant sant Mac Dara, patrom ar voraerien en Iwerzhon[1].
Bep bloaz, d'ar 16 a viz Gouere, e vez pirc'hirined o tont eus an douar-bras, da glevet un oferenn ha da lakaat bennigañ o bagoù[2].