Oileán Eide
Neuz
Oileán Eide (pe Island Eddy e saozneg[1] zo un enezenn e goueled Bae Gaillimh en Iwerzhon.
Teir lodenn a ya d'ober Oileán Eide, teir enezennig liammet kenetrezo gant irvi traezh.
Didud eo Oileán Eide bremañ met en amzer dremenet e oa poblet stank : betek 125 den a oa e 1841, an hanter nebeutoc'h dek vloaz diwezhatoc'h, abalamour d'an Naonegezh Vras ; goude-se e oa digresket ar boblañs tamm-ha-tamm, e 1901 e oa bet serret ar skol hag e 1980 e oa aet kuit an enezourien diwezhañ.