Mont d’an endalc’had

Organization for Security and Co-operation in Europe

Eus Wikipedia
(Adkaset eus OSCE)

Stadoù an OSCE
OSCE SMM (Special Monitoring Mission) oc'h evezhiañ fiñvoù an armoù ponner e reter Ukraina e 2015

An Organization for Security and Co-operation in Europe (OSCE) pe Aozadur evit ar surentez hag ar c'henober en Europa (ASKE) eo brasañ aozadur surentez etregouarnamantel ar bed. Lies eo e gefridioù : kontrollañ an armoù, brudañ ha difenn Gwirioù Mab-Den, difenn frankiz ar c'helaouiñ ha diwall diouzh dilennadegoù direizh. Tost da 3500 a dud a labour en aozadur. Darn eus an implijidi zo oberiant war an dachenn. Ul lodenn all a labour er sekretourvaoù e Vienna, en Aostria.
E 1975, e-kerzh ar Brezel yen, e voe krouet an OSCE evel lec'h eskemm etre ar C'hornôg hag ar Reter, da-geñver ar c'hendiviz war ar surentez ha ar c'henober en Europa (Conference on Security and Co-operation in Europe, CSCE) hag a oa bet dalc'het e Helsinki, Finland.

Kefridiet eo an OSCE gant an diarbenniñ, diarbenniñ brezelioù pe stourmoù lec'hel, merañ reuziadoù, ha merañ penaos dont e-maez ar reuziadoù. Ar 57 Stad a gemer perzh zo lec'hiet en Europa, e norzh ha kreiz Azia ha Norzhamerika. Dre vras emañ oberiant war an hanterzouar norzh.

C'hwec'h yezh ofisiel a zo implijet en aozadur OSCE: alamaneg, galleg, italianeg, rusianeg, saozneg ha spagnoleg.

Sinerien an OSCE e 2012
  • ██ Sinerien Feur-emglevioù Helsinki ha Karta Paris
  • ██ Sinerien Feur-emglevioù Helsinki nemetken
  • ██ harperien d'ar c'henober
  • ██ Nann-sinerien