Feurioù-emglev Helsinki

Eus Wikipedia

Feurioù-emglev Helsinki, e saozneg Helsinki Final Act, pe Helsinki Declaration (disklêriadenn Helsinki) eo pazenn ziwezhañ ar c'hendiviz war ar surentez hag ar c'henober en Europa hag a voe dalc'het er Finlandia Talo en Helsinki, Finland.

Dalc'het e voe ar c'hendiviz etre an 3 a viz Gouhere 1973 hag ar 1añ a viz Eost 1975, devezh sinadur an emglev.
Pemp Stad ha tregont, en o zouez SUA, Kanada, an holl vroioù europat war-bouez Albania hag Andorra, o devoa sinet an disklêriadur boutin a glaske reiñ lañs d'an emglev etre ar Bloc'had Komunour ha Bloc'had ar C'hornôg.
Feurioù-emglev Helsinki ne oant ket ur redi, dre ma ne oa ket ur statud a skrid-emglev ganto.

Drezo e voe krouet an Organization for Security and Co-operation in Europe (OSCE).