Northwich

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Levraoueg kêr Northwich

Northwich zo ur gêr hag ur barrez keodedel e kontelezh Cheshire, e Bro-Saoz.

Emañ er reter da gêr Chester, e kember ar stêrioù Weaver ha Dane.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En amzer ar Romaned e oa eno ur gêr anvet Condate. Talvezout a rae an anv-se kement ha "kember". Meur a c'hêr a oa anvet evel-se en Europa, hag int savet e kember meur a stêr. Eus kember ar stêrioù Dane ha Weaver ez eus anv evit Northwich.

Meneget eo anv Condate/Northwich e meur a skrid latin. An hini kentañ eo an Itinerarium Antonini, ur gartenn eus an IIIe kantved[1]. Gant Dizanv Ravenna e voe meneget Condate ivez [2], etre daou anv all, Salinae (Middlewich) ha Ratae (Leicester) hag a oa kêr-benn ar bobl Corieltauvi[3].

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. I.A 4691 (Iter II) & 4823 (Iter X)
  2. Ravenna 10647
  3. A.L.F Rivet & Colin Smith : The Place-names of Roman Britain. Batsford Ltd. 1979. Embannadur 1982.