Mont d’an endalc’had

Noël-François De Wailly

Eus Wikipedia

Noël-François De Wailly (31 Gouere 1724 – 7 Ebrel 1801) a oa ur yezhadurour hag ur geriadurour gall.

Ganet e voe en Amiens. Tremen a reas ar braz eus e vuhez e Pariz, ma rae skol da estrañjourien o doa c'hoant da zeskiñ galleg. E 1754 e voe embannet e Principes généraux de la langue française, un oberenn hag a daole ur sell nevez ouzh yezhadur ar galleg. Degemeret-mat e voe al levr-se gant Skol-veur Pariz hag implijet e meur a lec'h. E 1771 e voe embannet ul levr all gantañ, anvet Moyens simples et raisonnés de diminuer les imperfections de notre orthographe. Ennañ e rae kinnigoù evit eeunaat an doare da skrivañ ar galleg. Ezel e voe eus an Institut de France (Ensavadur Bro-C'hall) adalek krouidigezh an ensavadur-se e 1795, ha kemer a reas perzh e labour geriaduriñ an Académie française (embannadur 1798).

Levrioù all a savas, evel L'Orthographe des dames (1782) ha Le Nouveau Vocabulaire français, ou abrégé du dictionnaire de l'Académie (1801).

Breur e oa d'an tisavour Charles De Wailly, tad d'ar barzh Étienne-Augustin De Wailly, ha tad-kozh d'an istorour ha levraoueger Natalis de Wailly ha d'ar geriadurour Alfred de Wailly.