Niverenn EINECS
Neuz
An niverenn EINECS a dalvez da anavezout an danvezioù kimiek renablet e-barzh roll an EINECS.
EINECS a zo evit European INventory of Existing Commercial Substances (Renabl europat an danvezioù kimiek kenwerzhel a zo anezho)
Er renabl-mañ ez eus bremañ 100 204 danvez kimiek. Bez' e c'heller lenn fichenn un danvez kimiek diwar niverenn CAS, diwar niverenn EINECS pe diwar anv an danvez, en alamaneg, e galleg, e saozneg pe e spagnoleg. War honnezh e c'heller lenn (roll diglok) :
- roadennoù fizikel ha kimiek ;
- titouroù diwar-benn ar surentez hag ar reolennadur ;
- roll ar broduerien hag an enporzhierien.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ESIS: Sistem titouriñ europat an danvezioù kimiek, diorroet gant Rémi Allanou.