Niverenn CAS
Niverennoù CAS (CAS number pe CAS registry number e saozneg) ar produioù kimiek, ar polimeroù, an heuliadoù biologel, hag ar c'hendeuzadoù eo o niverenn varilh nemeto war roll bank titouroù ar Chemical Abstracts Service (CAS), a zo ur skour eus an American Chemical Society (CAmS). Gant ar c'hCAS e vez roet an niveroù-se da bep produ kimiek a zo bet deskrivet en ur skrid bennak. Ouzhpenn se e vez dalc'het ha lakaet er c'henwerzh un diaz titouroù eus an danvezioù-se gant CAmS, ar c'hCAS Registry.
War-dro 23 milion a gompozennoù o deus bet un niverenn CAS betek-henn. War-dro 4 000 niverenn nevez a vez ouzhpennet bemdez. Ar pal a zo anezhañ aesaat an enklaskoù en diazoù titouroù dre m'o devez alies a-walc'h ar produioù kimiek anvioù diseurt. War-bouez nebeud, an holl diazoù titouroù diwar-benn ar molekulennoù a-vremañ a ro an tu da glask dre niverennoù CAS.
An niverennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Stumm an niverennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur benn-niverenn (evel ma'z eus penngerioù er geriadurioù) a c'hoarvezh eus teir lodenn disrannet gant ur varennig-stagañ. An hini gentañ a c'hell kaout betek c'hwec'h sifr, an eil he deus daou sifr, hag an trede he deus ur sifr evit ar somm kontrollañ. N'o deus an niveroù dalvoudegezh ebet : roet e vezont hervez an urzh war-gresk.
Ar somm kontrollañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Jediñ a reer ar somm kontrollañ dre liesaad ar sifr 1añ a-dalek an tu dehoù dre 1, an 2l dre 2, hag evel se c'hoazh. Ha goude se e jeder somm al liesadoù-se modulo 10. Da skouer ez eo 7732-18-5 niverenn CAS an dour, hag ar somm kontrollañ a zo bet jedet evel henn :
- (8×1 + 1×2 + 2×3 + 3×4 + 7×5 + 7×6) mod 10 = 105 mod 10 = 5.
Niverennoù disheñvel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Izomeroù diseurt ur volekulenn bennak o deus niverennoù CAS disheñvel : 50-99-7 evit an D-glukoz, 921-60-8 evit an L-glukoz, 26655-34-5 evit an α-D-glukoz, hag all. A-wezhioù n'o devez klasoù klok a volekulennoù nemet un niverenn : 9031-72-5 evit strollad an alkooloù dishidrogenaz.
Klask
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa vezer o klask en diazoù titouroù dre un niverenn CAS e c'hell bezañ talvoudus ouzhpennañ niverennoù ar c'hompozennoù tost. Da skouer, evit klask titouroù diwar-benn ar c'hokain (CAS 50-36-2) eo ret klask titouroù evit an hidrokloridenn gokain (CAS 53-21-4) peogwir eo dindan ar stumm-se e vez implijet ar c'hokain e-giz dramm.
Evit klask niverenn CAS ur gompozenn gimiek diwar hec'h anv, he formulenn gimiek pe he struktur e c'heller ober gant ar mammennoù digor-mañ :
- (en) ChemIDplus (NIH)
- (en) http://webbook.nist.gov/chemistry/ Chemistry WebBook] (NIST)
- (en) NCI Database Browser
- (en) Dutch Dictionary on Organic Chemistry