Mont d’an endalc’had

Nikolaikirche

Eus Wikipedia
Nikolaikirche gwelet eus ar Fernsehturm
Ar c'hlordi doubl
Nikolaikirche e 1827

Nikolaikirche a zo savadur koshañ Berlin : savet eo bet e 1230. E-kreiz karter Nikolaiviertel emañ. Savet eo bet da enoriñ Sant Nikolaz, sant-paeron ar goñversanted, rak kalz koñversanted a oa e-touez annezidi gentañ Berlin. Meur a wech eo bet kemmet ar savadur : e 1380 e voe ouzhpennet ar chantele, hag an nevioù e 1480. Ar c'hlordi doubl a voe savet e 1876. Distruj a voe e-kerzh an Eil Brezel Bed, kempennet voe an iliz adalek 1977. Adalek 1987 e voe staget ouzh Märkisches Museum.