Kalteg

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Nihaleg)
Kalteg

Diasur
Perzhioù
Komzet e : India
Rannved : Azia
Komzet gant : 2.000 (1991)
Renkadur : goude 100
Familh-yezh : Yezh digenvez

  Kalteg

Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : -
Akademiezh : -
Kodoù ar yezh
ISO 639-1
ISO 639-2
ISO 639-3
Kod SIL NLL
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.

Ar c'halteg a zo ur yezh digenvez komzet gant 2000 (war ur boblans veuriadel a 5.000) a dud e stad indian Madhya Pradesh. Kalz gerioù en-deus amprestet digant yezhoù indez-ariek, dravidek ha moundek met n'eo ket ur c'har anezho. Krediñ a reer eo tout ar pezh a chom eus unan eus ar familhoù-yezh kozh India.

Posupl eo ez eo liammet ouzh ar c'housoundeg met anavezet re fall eo ar yezh-se evit ma c'hellor bezañ sur eus an dra-se.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

N'eo ket anavezet mat istor ar yezh hag ar bobl a gomz anezhi. En testennoù kozh e vezent livet evel preizhataerien a veve en uheldirioù. Hervez an Nimar Settlement Report e stourme gouarnamantoù ar rannvro outo hag e amzer Akbar e lazhas Rajah Jeetgurh ha Mokohte kalz anezho, abalamour petra e tegemeras tirioù digant an impalaer Moghol. E 1800 e tistrujfe ur priñs eus an diernelezh vMoghol ar meuriad. Adalek-se e vevont e touez ar gorkoued. Ne furmont ket ur meuriad gwir met met ur strollad a familhoù a-strew a chomont e karterioù ispisial e keriadennoù korkouat[1]. N'eo ket sklaer o darempredoù gant ar gorkoued. Hervez ar Galted e oant un darn eus ar memes pobl gwechall. Nac'hañ a ra ar gorkoued, avat,hag-eñv e chom posupl eo ar c'halteg ar restaj diwezhañ eus ar yezh a gomze ar gorkoued kent ma tremenjont d'un yezh voundek.

Niverioù e Kalteg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 1 bidum
  • 2 irar
  • 3 motho
  • 4 na:lo
  • 5 pãco
  • 6 cha:h
  • 7 sato
  • 8 atho
  • 9 nav
  • 10 das

Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Yezhoù India