Mont d’an endalc’had

Niflheim

Eus Wikipedia

Er wengelouriezh lec'hlennat, Niflheim, pe Niflheimr (Norseg:  [ˈnivlˌhɛimz̠]; "lec'h hurennek",[1]) zo ur bed tost d'an Hel hag an Niflhel. An anv Niflheimr a gaver e div vammenn nemetken: ar Gylfaginning hag ar Hrafnagaldr Óðins.

Ur skeudennadur eus kosmologiezh an norzh, gant Henry Wheaton (1831)

Niflheim a voe e penn-kentañ un tiriad leun a skorn gant stêrioù yen-sklas Élivágar hag eienenn Hvergelmir, a zeu an holl stêrioù anezhi[2].

Hervez ar Gylfaginning, Niflheim eo an eil bed o tont war wel eus Ginnungagap, goude Muspelheim, bed an tan. Hag etre an daou ved-se e teraouas ar grouidigezh dre vesk an tan hag ar skorn, o krouiñ an "aezhenn hud".

  1. Oxford English Dictionary: Niflheim. Kavet : 18 August 2018.
  2. "Niflheim | Norse mythology" (in en), Encyclopedia Britannica.