Nicolas Goussé
Neuz
Nicolas Goussé a zo ganet an 2 a viz Genver 1976 e Thouars, c'hoarier mell-droad a-vicher eo. Tager eo e skipailh mell-droad Naoned.
Echuiñ a ra pevare gwellañ planter palioù kampionad mell-droad Frañs e-kerzh ar bloavezh 2001-02 gant an Espérance Sportive Troyes Aube Champagne, lakaet en doa 15 pal.
E miz Even 2007, ur wech echu e c'hevrad gant Istres, e kemer perzh e staj an UNFP (Union des Footballeurs professionnels), enno c'hoarierien mell-droad dilabour.
An 9 a viz Gouhere 2007, e sin ur c'hevrad gant an FK Naoned evit ur bloavezh[1].
Lakaat a reas tri fal e-pad krogad kentañ ar vloavezh a-enep ar Reims, gounezet 5-0 gant Naoned[2].
Red-micher
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1995-96 : Thouars Foot 79
Frañs - 1996-99 : Stad Roazhon
Breizh (69 c'hrogad, 15 pal) - 1999-00 : FC Metz
Frañs (23 c'hrogad, 1 pal) - 2000-03 : ES Troyes AC
Frañs (93 krogad, 30 pal) - 2003-04 :
War-raok Gwengamp
Breizh (22 grogad, 4 fal) - 2004-05 : Patrom:RAEC Mons
Belgia (25 krogad, 8 pal) - 2005-07 : Patrom:FC Istres
Frañs (34 c'hrogad, 6 pal) - Abaoe Gouhere 2007 :
FK Naoned
Breizh (16 krogad, 8 pal)
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) Nicolas Goussé rejoint le FC Nantes, lec'hienn ofisiel an FKN
- ↑ (fr)Ligue 2 - Goussé : "J'ai été dans la galère"