Nicolás Maduro
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Venezuela |
| Anv e yezh-vamm an den | Nicolás Maduro Moros |
| Anv-bihan | Nicolas |
| Anv-familh | Maduro |
| Eil anv tiegezh en anvioù spagnolek | Moros |
| Deiziad ganedigezh | 23 Du 1962 |
| Lec'h ganedigezh | Caracas |
| Pried | Cilia Flores |
| Kompagnun(ez) | Cilia Flores |
| Bugel | Nicolás Maduro Guerra |
| Yezh vamm | spagnoleg |
| Yezhoù komzet pe skrivet | spagnoleg |
| Kondaonet evit | goubrenerezh |
| Penalty | imprisonment |
| Micher | diplomat, politiker, sindikalour, bus driver |
| Tachenn labour | political activity |
| Lec'h annez | La Casona, Miraflores Palace |
| Strollad politikel | Fifth Republic Movement, Partido Socialista Unido de Venezuela, Revolutionary Bolivarian Movement-200, Liga Socialista de Venezuela |
| Bet war ar renk da vezañ dilennet | 2013 Venezuelan presidential election, 2018 Venezuelan presidential election, 2024 Venezuelan presidential election |
| Relijion pe kredenn | Iliz katolik roman |
| Ideologiezh politikel | derecha |

Nicolás Maduro Moros, ganet d'an 23 a viz Du 1962, zo ur politikour venezuelan ha 46vet prezidant ar vro abaoe 2013. Bet e oa Ministr an aferioù diavaez etre 2006 ha 2013 ha besprezidant Venezuela etre 2012 ha 2013, dindan Hugo Chávez. Adalek 2014 ez eo lakaet diaes gant manifestadegoù lies ha niverus a-enep dezhañ hag ar chavelezh. Emsavadeg pobl 2017 he deus lakaet war-wel anat un troc'h er gevredigezh etre ar chavisted harpet gant al lu en un tu hag ul lodenn brasoc'h-brasañ eus ar gevredigezh o c'houlenn kemmoù politikel hag ekonomikel buan e-pad m'emañ ar vro o vont war rivin. En holl ez eus bet lazhet 163 den e-pad ar manifestadegoù e 2019.
Nedeleg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]N'eo ket ral e vije kemmet deiziad nedeleg gantañ. Abaoe ar bloavezh 2019 eo eñ hag a choaz an devezh da lidañ nedeleg hag a c'hell bezañ e miz Here, Du pe Kerzu [1] [2]
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) https://www.ouest-france.fr/monde/venezuela/de-la-joie-de-lactivite-nicolas-maduro-avance-encore-noel-au-1er-octobre-au-venezuela-ef3d8eec-8d5a-11f0-993e-d26697f22bf2
- ↑ (es) https://elpais.com/internacional/2025-09-09/nicolas-maduro-vuelve-a-adelantar-al-1-de-octubre-el-inicio-de-la-navidad-en-venezuela.html