Nguyễn Du

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
  • Gant un den eus Vietnam e pled ar pennad-mañ ; Nguyễn eo anv ar familh neuze.
Delwenn Nguyễn Du

Nguyễn Du (阮攸 ; 1766-1820) a oa ur barzh hag ur skrivagner vietnamek brudet, hag a rae gant an chữ nôm, doare-skrivañ kozh ar vietnameg. Ganet e voe e 1766 e Bích Câu, Thang Long, en ur familh nobl. E dad, Nguyễn Nghiễm, a oa bet kentañ ministr evit rouaned an tiegezh , hag 21 bugel en doa bet gant 8 gwreg.

E oberenn anavezetañ eo Truyện Kiều (傳翹, da lavaret eo Istor Kiều), anvet da gentañ Đoạn Trường Tân Thanh (斷腸新聲), istor ur plac'h kaer hag a zimez evit saveteiñ he familh. Skrivet eo e gwerzennoù, en ur stumm klasel eus al lennegezh vietnamek. Hiziv c'hoazh eo brudet ar skrid hir-se ha studiet e vez er skolioù. Skrivet e voe, evel ar skridoù all en XVIIIvet kantved, er skritur chữ nôm. Lakaet e voe sonerezh warnañ gant Quách Vĩnh Thiện.

Skridoù all a savas Nguyễn Du, e vietnameg hag e sinaeg.