Neues Museum

An Neues Museum a zo unan eus mirdioù broadel Enezenn ar mirdioù e Berlin. Savet e voe etre 1843 ha 1855 en norzh d'an Altes Museum, diwar ur steuñv gant an arkitektour Friedrich August Stüler, bet deskard Karl Friedrich Schinkel. D'ar 16 a viz Here 2009 e voe digoret en-dro, padal e oa bet dilezet e-pad 70 vloaz. Ennañ e c'haller gwelout dastumadoù a denn da Egipt a oa en Ägyptisches Museum. Ar chanter nevesaat azo bet kaset gant an arkitektour breizhveuriat David Chipperfield.
Istor ar savadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur savadur mod nevezklasel eus an XIXvet kantved eo. Unan eus ar savadurioù nevezklasel nemeto a gaver en Alamagn eo, re all evel Pinakothek München a voe distrujet e-pad an Eil Brezel-Bed. Ur savadur dedennus a-fet istor ar savouriezh eo (frammoù dir a zo). Damzistrujet e voe e-pad an Eil Brezel-Bed. Ennañ e kaver an dastumad diwar-benn Egipt a oa en Ägyptisches Museum, hag ivez dastumad ar ragistor ha hini an henamzer. E-touez an oberennoù brudetañ a c'haller gwelout ennañ emañ hanterskeudenn ar rouanez Nefertiti.
Objedoù brudet (dastumad Egipt)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Hanterskeudenn Nefertiti, e-tro -1338
-
« Penn gwer Berlin », e-tro -500
-
Beleg Tai-tai. XVIIIvet rummad-roue, e-tro 1380
-
Penn ur briñsez amarnian, e-tro -1345
-
Poltred-kañv, e-tro 24
-
Delwenn eus Egipt e-barzh dismantroù an Neues Museum, 1945
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]| Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn. |
