Nepociano Asturiez
Nepociano Asturiez a oa un uheliad wizigot hag a voe dilennet da roue Asturiez e 842 e-lec'h hêr reizhwir ar gurunenn a-berzh tad, Ramiro[1].
Nepociano a oa comes palatii (kont paleziat) e lez ar roue Alfonso II Asturiez. N'ouzer ket piv e oa e dud. Meneget eo en dihelloù evel cognatus regis, da lavarout eo kar d'ar roue, moarvat a-berzh mamm ar roue, ar Vaskonez Munia de Álava.
Klask a reas kemer ar gurunenn goude marv ar roue. Bodañ a reas soudarded, un armead Astured ha Vaskoned, ha ganti ez eas a-benn da arme Ramiro, e gevezer, a oa e Galiza.
Emgann a voe e Cornellana, war lez ar stêr Narcea. Faezhet e voe lu Nepociano. Tapet e voe an alouber e Primorias (nepell diouzh Cangues d'Onís en Asturiez, pe belloc'h e mervent Kantabria), dallet, ha bac'het en un gouent, nemet n'ouzer ket pelec'h.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (es) Erice, Francisco ha Uría, Jorge : Historia básica de Asturias, Xixón : Silverio Cañada Editor, 1990 p.58 (ISBN 978-84-7286-310-1)