Mont d’an endalc’had

Vizon Amerika

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Neovison vison)
Vizon Amerika


Kudenn ebet (LR/lc)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Carnivora
Kerentiad : Mustelidae
Iskerentiad : Mustelinae
Genad : Neovison
Anv skiantel
Neovison vison
Schreber, 1777
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.


Vizon Amerika (Neovison vison pe Mustela vison) a zo ur bronneg kigdebrer eus kerentiad ar mustelideged. Ar spesad bev nemetañ eo er genad Neovison.

Bevañ a ra en Alaska, Kanada hag en darn vrasañ eus ar Stadoù-Unanet. Trevadennoù a gaver ivez en Douar-Nevez, en Europa, hag en Amerika ar Su, diazezet gant anevaled achapet eus magerezhioù.

Doareoù pennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Vizon Amerika en deus ur c'horf moan ha hir hag ur vlevenn stank gell-du gant un tarch gwenn dindan e c'hroñj. Pavioù berr en deus ha mat eo da neuial.

Vizon Amerika a vev er c'hoadegoù hag er pradennoù e-kichen ur stêr pe ul lenn. E ribl ar stêrioù e kleuz douarennoù. Debriñ a ra bronneged bihan, pesked ha raned. Diouzh an noz e vez oberiant dreist-holl.

En o-unan e vev vizoned Amerika nemet e-pad koulz ar parañ a c'hoarvez etre miz C'hwevrer ha miz Ebrel.

Vizon Amerika en Europa

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gallout a ra ar pared parañ gant parezed vizon Europa kent na c'aellfe pared ar spesad-mañ en ober, ar pezh a zo abeg da ziskar poblañs vizon Europa. Kemeret en deus perzh ivez e diskar ar vuenn voutin e Breizh-Veur.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]