Mont d’an endalc’had

Nationalforum Elsaß-Lothringen

Eus Wikipedia

An Nationalforum Elsaß-Lothringen a zo ur strollad broadelour eus an tu dehou oberiant en Elzas. Krouet e oa bet e 1995 gant Thierry-Karl Goschescheck. Klask a ra sevel ur stad dizalc'h en Elzas ha goulenn a ra ur statud ofisiel evit an alamaneg kentoc'h eget evit an elzaseg. Enebet eo ouzh an embroadeg met en em ziskouez a ra evel Frankizour.

Gwan-tre e chom. N'embann e gazetenn - Neues Elsass-Lothringen (La Nouvelle Alsace-Lorraine) nemet war Internet ha james n'en deus gounezet muioc'h eget 1% ar mouezhioù.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lec'hienn ofisiel