Naria ostergaardi
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
| |||
---|---|---|---|
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Mollusca | ||
Kevrennad : | Gastropoda | ||
Urzhad : | Littorinimorpha | ||
Kerentiad : | Cypraeidae | ||
Genad : | Naria | ||
Anv skiantel | |||
Naria ostergaardi (Dall, 1921) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Naria ostergaardi a zo unan eus an daou spesad a vez renket er genad Naria e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WORMS[1]. Ur spesad kregin ral eus Hawaii an hini eo.
Taksonomiezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diskrivet eo bet ar spesad gant Dall e 1921 dindan an anv genad Cypraea[2].
Dont a ra an anv ostergaardi eus J.M. Ostergaard skiantour war ar blotviled eus Hawaï en deus diskrivet ar spesad (dindan un anv a zo aet da get).
Heñvelanvioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Naria ostergaardi o vezañ implijet un tamm muioc'h eget egile:
- Cypraea pacifica Ostergaard, 1920 anv an diskrivadenn aet da get
- Erosaria ostergaardi (Dall, 1921) anv aet da get evit poent
Bevoniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kregin brav ha bihan eo an Naria ostergaardi . Kavet e vezont er mor don dastumet gant dragourioù etre 50 m ha 150 m donder war distrujoù. Nebeut re a zo bet kavet gant splujerien etre 25 ha 45 m donder dindan bloc'hadoù korailh distaget.
Ment
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mentoù boutin ar c'hregin bihan-se a zo etre 16 ha 22 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 24 mm gour, pe ramz, betek 10mm.
Gwelout ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Naria irrorata spesad all ar genad,
Erosaria boivinii, Erosaria cernica, daou spesad gant tresadennoù ha livioù damheñvel.
Kartenn al lec'hioù bevañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lec'h bevañ ar spesad a zo lec'hel-tre nemet en Inizi Hawaii er Meurvor Habask
Skeudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ lec'hienn WORMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'an 06 a viz Eost 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=738022(en)
- ↑ Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries, 2000, ti-embann Conchbooks, 2nd edition revised and enlarged, 584p, ISBN 3-925919-25-2 (en)