Mont d’an endalc’had

Napoleone della Torre

Eus Wikipedia

Napoleone della Torre, lesanvet Napo Torriani, marvet e 1278 e Como, a oa ur priñs en Italia an XIIIvet kantved. Mab e oa da Pagano Iañ della Torre, breur da Raimondo, Francesco ha Paganino, ha tad da Corrado lesanvet "Mosca" .

E 1260 e oa mestr (podestà) war gêr Piacenza. Pemp ploaz goude, e 1265 en doa kemeret ar galloud e Milano, war-lerc'h e genderv Filippo, evel Anziano del Popolo ("Hini henañ ar Bobl") ha war un dro podestà kêrioù Como, Novara, Bergamo ha Lodi. Evel e genderv e kendalc'has da reiñ harp da Charlez Anjev ha d'ar Gelfed a-enep o enebourien Gibelined ha Rouantelezh Sikilia.

Gant trec'h an Anjeviz e Benevento, e C'hwevrer 1266, e voe kadarnaet galloud ar c'h-Gelfed en hanterenn hanternoz Italia. E 1267 en em vodas pennoù bras ar gostezenn e Milano da nevesaat o C'hevre a-enep penn-rener nevez ar C'hibellined, an Alaman Conradin. Napoleone a voe lakaet e penn ar C'hevre, war un dro gant e vreur Raimondo ha William VII Montferrat.

Napo avat ned eas ket da argadiñ Conradin, a oa e Pavia, marteze abalamour da ziasterioù personel gant ar pab. Mervel a reas Conradin en emgann Tagliacozzo (1268) , ha gallout a reas Charlez aloubiñ kreisteiz Italia. Neuze e klaskas bezañ mestr war al ledenez en he fezh : Napo neuze a nac'has harpañ anezhañ, ma strivas Charlez da lakaat e soudarded d'en em sevel.

E 1269 e voe bac'het e vreur Raimondo, eskob Como, gant Conrad Venosta von Matsch

Mervel a eure er vac'h en ur gaoued houarn e Castel Baradello, e Como, d'ar 16 a viz Eost 1278. Beziet eo en iliz S. Nicolao al Baradello.

Otton a zegouezhas neuze e kêr Milano.