Mont d’an endalc’had

Napoleone Orsini

Eus Wikipedia
Ur pennad Napoleone zo ivez.

Napoleone Orsini (war-dro 1420 - 1480) a oa ur c'h-condottiero italian, eus an Tiegezh Orsini. Mab e oa da Orso Orsini eus Bracciano. Brezeliñ a reas evit ar pab Ujan IV a-enep Francesco Sforza e 1443. Er bloavezhioù 1450 e roas e skoazell d'ar roue Ferdinando Iañ Naplez er brezel etre Rouantelezh Naplez ha Dugelezh Milano. Brezeliñ a reas ivez a-enep an Tiegezhioù Colonna hag Anguillara e Lazio.

E 1461 edo e penn armeoù ar pab en amzer Pi II ha faezhañ a reas Sigismondo Malatesta, a oa o klask aloubiñ Rouantelezh Naplez dre Mondolfo, en Abruzzo. Bloaz goude, bepred gant arme ar pab, e reas brezel da Roberto Malatesta, aotrou Rimini, ha gloazet e voe.

Goude-se ne gemeras perzh ebet e troioù-brezel a-bouez.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Litta, Pietro (1834). Famiglie celebri italiane. Milano.
  • Sansovino, F. (1565). Historia di Casa Orsini. Venezia.

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]