Naheulband

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche


Strollad Naheulbeuk : an Naheulband ! Evit ger-stur "C'est bien beau les trucs sur Internet mais... est-ce qu'on peut en avoir en live ?"

E oberenn : an Tourell Naheulbeuk. Ur saga MP3 e galleg, an hini brudetañ koulz lavaret, ha tu vefe lavar eo an hini kentañ eus ar seurt... E ijiner : Pen Of Chaos (anvet eo peurviañ gant e lizherennoù kentañ, pe neuze "POC"). Hemañ eo diazezer "Tourell Naheulbeuk" pe "le Donjon de Naheulbeuk" en e yezh orin.

Penn Kentañ an "Naheulband"[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

POC a grou neuze e strollad, dirak perzh e kanaouennoù doare « rolistichaotique », da lavaret eo e liamm bras gant ar saga Naheulbeuk, ur seurt "deverad" (dérivé) eus emañ, war sonerezh adimplijet, pe ijinet penn-da-benn (sonerezh elektrek 'zo ivez). Vechoù 'zo e oa memes ijinet war ar prim ar c'homzoù gant POC e-pad e sonadegoù.

Strollañ a raio tro-dro dezhañ sonerien a bep seurt, o krouiñ evit a wech kentañ an Naheulband evit ar "Monde du Jeu" e Paris e 2002. Krouet e vo ur CD, ur frapadig amzer goude, anvet "Machin de Taverne". D'ar mare mañ e oa ar strollad savet diwar Pen of Chaos, Knarf, Lady fae of Chaos, Tony Beaufils, Ghislain Morel ha Dimitri Halby1.


Hiziv an deiz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Chomet eo ar strollad evel-se, daoust da Z/Dimitri a vo cheñchet gant Jade de Nazca, ha Lili, e 2004. Ar strollad plijus-mañ a ra sonadegoù e un tamm pep lec'h ma vezont pedet (Breizh, Bro Belgia, Bros Suis, hag ar C'h/Kebek). O vrud 'zo atv o kreskiñ. Un eil album a zo bet savet e 2005 anvet « À poil dans la forêt ». E-barzh, bruderezh faos evit ar an "horzhoù paf" (ar masses paf). Hiziv an deiz eo tost echu gant ar saga MP3-mañ (echuiñ a ra an istor bet rakwellet gant POC), met kenderc'hel a raio troioù-kaer Naheulbeuk dre e vandennoù-treset.