Nǚshū
Arouezennoù | |
---|---|
Klas | Silabenneg |
Yezh(où) | mandarineg ; implijet e Jiangyong Sina, implijet gant maouezed hepken |
Ren | {{{ren}}} |
Istor | |
Koulz | XV-vet kantved da 2004 |
Krouer | |
Reizhad(où) tost |
{{{nom}}} |
Doare(où) par |
|
Doare(où) deveret |
|
Unicode | |
ISO 15924 |
|
An nushu (e sinaeg : 女書/女书 nǚshū, « skritur ar merc’hed ») a oa ur yezh implijet hepken gant ar merc’hed e kontelezh Jiangyong, er rannvro Hunan e Sina. Ar yezh-mañ a zo aet da get gant Yang Huanyi, plac’h diwezhañ a rae ganti, marvet d’an 20 a viz Gwengolo 2005.
Yezh an endon
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar yezh nushu a zo anezhi ur yezh bet ijinet 400 bloaz zo gant ar merc’hed ha ne oa nemet ar merc’hed a rae ganti. N’he deus tra ebet da welet gant ar sinaeg. Pal ar yezh-mañ a oa kaozeal etre merc’hed eus o santimentoù, o sekredoù, kuit da vezañ komprenet gant ar baotred. Ne chom kazi skrid ebet skrivet e nushu. Pep dornskrid a veze devet pe douaret asambles gant he aozerez. Dielloù a gaver memestra er rannvro emrenn Guangxi, e su Sina. Skerboù, seier, avelerioù gant arouezennoù nushu brodet warno a zo bet kavet. Ur geriadur nushu 1800 arouezenn ennañ a zo bet embannet nevez zo koulskoude gant Zhou Shuoyi, paotr kentañ en deus desket un tamm nushu.