Náströnd

Eus Wikipedia
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Náströnd (1895) gant Lorenz Frølich

Er vitologiezh skandinava eo Nástrǫnd ("Aod ar c'helanoù") ul lec'h e-barzh Hel annezet gant Níðhöggr, un aerouant hag a vandrouilh ar re varv.
Adkavet e vez er bed-se an dorfedourien, an avoultrerien hag an dorrerien-emglev (evit tud an Norzh ez eo ar falsle ar gwashañ torfed a c'hall bout graet).