N'eus ket eus arc'hoazh
N'eus ket eus arc'hoazh (There's no tomorrow e saozneg) zo un teulfilm diwar-benn implij an energiezhioù fosil savet e 2012 gant ar sevener stadunanat Dermot O'Connor.
Synopsis
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Komz a ra eus an energiezhioù fosil, ha na vo ket posubl o erlec'hiañ gant energiezhioù all (pe e vefent nevezadus pe nukleel). Er fin e roer ur soñj war ar pezh a c'hallfemp ober evit bevañ gant kalz nebeutoc'h a energiezh, ha disteurel a reer an diskoulmoù diazezet war an deknologiezh.
Da gentañ e tispleger eus pelec'h e teu an energiezhioù fosil ; goude e tispleger penaos e vez eztennet energiezhioù fosil ha da betra e servijont, perak e vez nebeutoc'h-nebeutañ anezho, petra eo efedusted pep mammenn-energiezh, ha perak ne vo diskoulm ebet evit erlec'hiañ penn-da-benn an energiezhioù fosil.
Fichenn deknikel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Titl orin : There's no tomorrow
- Doare : teulfilm
- Padelezh : 34 mn 54
- Bro : Stadoù-Unanet Amerika
- Yezh orin : saozneg
- Advouezhiañ e brezhoneg : 2012
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (br) N'eus ket eus arc'hoazh enlinenn (gwelet d'ar 17/04/2024)