Máirtín Ó Direáin
Neuz
Máirtín Ó Direáin (distaget[ˈmɑːrʲtʲiːɲ oːdʲiˈrʲɑːɲ]) a oa ur barzh iwerzhonek genidik eus an inizi Árainn, e kornôg Iwerzhon. Ganet e oa bet e Fearann a' Choirce en Inis Mór e 1910, ha bevet en doa e Gaillimh hag e Dulenn. Mab da labourerien-douar e oa hag an iwerzhoneg e oa e yezh kentañ. Goude e studioù e voe kargiad etre 1928 ha 1975, e Gaillimh da gentañ hag e Dulenn da c’houde.
E levr barzhonegoù kentañ a zeuas er-maez e 1942, dindan an titl "Coinnle Geala" (Goulaouennoù skedus), ha goude-se e kendalc’has da skrivañ barzhoniezh a-hed e vuhez. Er bloavezhioù 1980, pa oa war e leve, e savas al levr danevelloù "Feamainn Bhealtaine" (Goumon Mae), zo bet studiet gant miliadoù a vugale er skolioù. Mervel a reas e Dulenn e 1988.
Levrioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Rogha Dánta (1949)
- Ó Mórna agus Dánta Eile (1957)
- Ar Ré Dhearóil (1962)
- Cloch Choirnéil (1967)
- Crainn is Cairde (1970)
- Dánta 1939-79 (1980)
- Ceacht an Éin (1984)
- Béasa an Túir (1984)
- Tacar Dánta/Selected Poems (1984)
- Craobhóg: Dán (1986)
- Feamainn Bhealtaine (1961)
E brezhoneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Skrid, niv. 33 ("Barzhonegoù iwerzhonek"), 8 barzhoneg gant Máirtín Ó Direáin, troet e brezhoneg gant Éamon Ó Ciosáin.
- Al Liamm, niv. 120, div varzhoneg tennet eus Ar Ré Dhearóil