Mont d’an endalc’had

Máirtín Ó Direáin

Eus Wikipedia
Máirtín Ó Direáin
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhIwerzhon Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denMáirtín Ó Direáin Kemmañ
Anv-bihanMáirtín Kemmañ
Deiziad ganedigezh29 Du 1910 Kemmañ
Lec'h ganedigezhInis Mór Kemmañ
Deiziad ar marv19 Meu 1988 Kemmañ
Lec'h ar marvDulenn Kemmañ
Lec'h douaridigezhMount Jerome Cemetery Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetiwerzhoneg Kemmañ
Yezh implijet dre skridiwerzhoneg Kemmañ
Micherbarzh, skrivagner Kemmañ
Tachenn labourbarzhoniezh Kemmañ


Máirtín Ó Direáin (distaget[ˈmɑːrʲtʲiːɲ oːdʲiˈrʲɑːɲ]) a oa ur barzh iwerzhonek genidik eus an inizi Árainn, e kornôg Iwerzhon. Ganet e oa bet e Fearann a' Choirce en Inis Mór e 1910, ha bevet en doa e Gaillimh hag e Dulenn. Mab da labourerien-douar e oa hag an iwerzhoneg e oa e yezh kentañ. Goude e studioù e voe kargiad etre 1928 ha 1975, e Gaillimh da gentañ hag e Dulenn da c’houde.

E levr barzhonegoù kentañ a zeuas er-maez e 1942, dindan an titl "Coinnle Geala" (Goulaouennoù skedus), ha goude-se e kendalc’has da skrivañ barzhoniezh a-hed e vuhez. Er bloavezhioù 1980, pa oa war e leve, e savas al levr danevelloù "Feamainn Bhealtaine" (Goumon Mae), zo bet studiet gant miliadoù a vugale er skolioù. Mervel a reas e Dulenn e 1988.

  • Rogha Dánta (1949)
  • Ó Mórna agus Dánta Eile (1957)
  • Ar Ré Dhearóil (1962)
  • Cloch Choirnéil (1967)
  • Crainn is Cairde (1970)
  • Dánta 1939-79 (1980)
  • Ceacht an Éin (1984)
  • Béasa an Túir (1984)
  • Tacar Dánta/Selected Poems (1984)
  • Craobhóg: Dán (1986)
  • Feamainn Bhealtaine (1961)
  • Skrid, niv. 33 ("Barzhonegoù iwerzhonek"), 8 barzhoneg gant Máirtín Ó Direáin, troet e brezhoneg gant Éamon Ó Ciosáin.
  • Al Liamm, niv. 120, div varzhoneg tennet eus Ar Ré Dhearóil