Mont d’an endalc’had

Mynydd Parys

Eus Wikipedia
Mengleuz Mynydd Oarys

Mynydd Parys zo un dorgenn 147 m a uhelder, er c'hreisteiz da gêr Amlwch en Enez Mon, e hanternoz Kembre. Eno e oa ur vengleuz ma veze eztennet kouevr, abaoe amzer ar Romaned. En XVIIIvet ha XIXvet kantved e oa unan eus ar mengleuzioù kouevr brasañ en Europa[1]. Serret eo abaoe deroù an XXvet kantved, met anv zo d'he digeriñ en-dro.

Gwechall-gozh e oa Mynydd Trysglwyn anv an dorgenn-se[2]. Cheñchet e voe an anv er XVvet kantved pa voe perc'hennet an douar gant Robert Parys ar Yaouankañ, a oa dastumer tailhoù evit Owain Glyndŵr, hag hennezh o vezeliañ a-enep ar roue saoz Herri IV.

  1. John Rowlands, Copper mountain (Cymdeithas Hynafiaethwyr Môn, 1966).
  2. JR Williams, Mynydd Parys. Gwasg Carreg Gwalch, 2011.