My Love (kanaouenn gant Paul McCartney & Wings)

Eus Wikipedia

My Love zo ur ganaouenn saoznek gant Paul McCartney & Wings, skrivet gant Paul McCartney evit e wreg Linda a oa perzh eus ar strollad d'an ampoent.

Enrollet e oa bet e Studioioù Abbey Road (Londrez, Bro-Saoz) e-kerzh miz Meurzh 1972, eilet gant ul laz-seniñ renet gant ar c'hempenner saoz Richard Anthony Hewson. Renkañ a c'haller My Love e-touez kaerañ kanaouennoù karantez bet biskoazh savet gant McCartney, dreist-holl en abeg d'ar solo gitar c'hoariet gant ar soner norzhiwerzhonat Henry McCullough. Kendelc'her a ra Paul McCartney d'he c'hanañ da-geñver e sonadegoù er bed a-bezh, gant muioc'h a from war-lerc'h marv Linda e miz Ebrel 1998.

4:07 he fadelezh ez eo perzh eus Red Rose Speedway, eil albom ar strollad deuet er-maez d'an 30 a viz Ebrel 1973 (e Stadoù Unanet Amerika), just war-lerc'h Big Barn Bed hag a-raok Get on the Right Thing. Ur bladenn — My Love war an tu A, The Mess (Live at the Hague) war an tu B — a oa deuet er-maez un nebeud mizvezhioù kent (23 a viz Meurzh 1973).

Ar gerioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kanerien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kanet eo bet My Love gant un toullad mat a arzourien all : Corinne Bailey Rae, Cher, Cass Elliott, Johnny Gill, Salena Jones, Margie Joseph, Brenda Lee, Mina Mazzini, Shinehead, Dottie West, Andy Williams, Nancy Wilson, hag all.

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]