My Lady Héroïne
Neuz
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
My Lady Héroïne zo ur ganaouenn c'hallek savet ar gerioù anezhi gant ar c'haner-sonaozer gall Serge Gainsbourg (1928-1991).
Evel ma oa boas d'hen ober en devoa Gainsbourg azasaet ton My Lady Héroïne diwar hini un oberenn glasel all, In a Persian Market (1920) gant Albert Ketèlbey (1875-1969) ar wech-mañ. Ne c'hwitas ket war an dro d'ober ur serr-lagad d'ar sonaozer saoz oc'h echuiñ e ganaouenn gant ar gerioù da-heul :
- Oh my Lady Héroïne (O ma Itron Heroin)
- Mon opium ma cocaïne (Ma opiom ma c'hokain)
- Es-tu venue d'Extrême-Orient (Ha deuet oc'h eus Reter-Pellañ)
- Ou bien d'un marché persan ? (Peotramant eus ur marc'had eus Persia ?)
- Prantad enrollañ : miz Mae 1977,
- Lec'h enrollañ : Londrez (Bro-Saoz),
- Padelezh : 3:10,
- Ti-embann-pladennoù : Philips Records,
- Prantad dont e-maez ar bladennig : miz Mezheven 1977,
- Kanaouenn war eil tu ar bladennig : Trois millions de Joconde (Ar bladennig war Encyclopédisque),
- Produour : ?.
Ar sonerien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Jim Lawless : binvioù tos,
- Brian Odgers : gitar-boud,
- Alan Parker : gitar,
- Dougie Wright : taboulin.