Mushoku Tensei

Eus Wikipedia

Mushoku Tensei: Jobless Reincarnation (japaneg : 無職転生 〜異世界行ったら本気だす〜, Hepburn : Mushoku Tensei: Isekai Ittara Honki Dasu,  Adenkorfadur dilabour : klask a rin a-zevri mard an d'ur bed all ) zo un heuliad mangaoù japanat treset gant Rifujin na Magonote ha skrivet gant Shirotaka.
An heuliad a ro tro da heuliañ istor un NEET (Not in Education, Employment or Training,  E-maez deskadurezh, labour pe stummadur ), un den dilabour a varv en ur saveteiñ buhez ur grennardez. Advevañ a ra e korf ur babig en ur bed moliac'h. Derc'hel a ra e eñvorennoù en ur vezañ Rudeus Greyrat, choaz a ra profitañ eus e vuhez nevez met en ur chom hep adober fazioù an dremenet.

Embannet da gentañ war internet dre al lec'hienn Shōsetsuka ni Narō e miz Du 2012, bloaz war-lerc'h e oa embannet dre stumm baper.