Muriel Moreno

Eus Wikipedia

Muriel Moreno (Muriel Denise Francine Laporte diouzh hec'h anv gwir), bet ganet d'ar 24 a viz Genver 1963 e Chinon (Indre-et-Loire), a zo ur ganerez-sonaozourez hag un disc-jockey gall.

Kanerez ar strollad L'ombre jaune e voe pa oa bet krouet an triad-mañ e Roazhon e 1982, a-gevret gant ar soner klavier Daniel Chenevez hag ar soner gitar José Tamarin. E 1984 e kemmas anv ar strollad e Niagara d'ober dave d'ar film savet e 1953 gant ar filmaozour stadunanat Henry Hathaway.