Mont d’an endalc’had

Mouezh Aztlan

Eus Wikipedia

Mouezh Aztlan (spagnoleg "La Voz de Aztlán") a zo anv ar strollad Nation of Aztlán ("Bro Aztlan") staliet e Kalifornia er Stadoù Unanet. Pal ar strollad-mañ a zo krouiñ ur stad nevez anvet "Aztlán", ennañ Mec'hiko evel m'emañ hiziv, met ivez Teksas, Mec'hiko Nevez, Kalifornia, Arizona, Utah, Nevada ha takadoù eus Oklahoma.

Krouet e voe ar strollad gant Hector Carreon, ijinour a vicher, bet ezel eus ar "Beredoù Gell" (saozneg Brown Berets).

Liammoù en defe ivez marteze La Voz de Aztlán gant ar strollad chicano. Tamallet eo bet ivez gant ar Southern Poverty Law Center ("Kreizenn Gwironiezh evit Re Baour ar Su") da vezañ ur strollad gouennelour, dreist-holl abalamour ma sav groñs a-enep d'ar sionouriezh.

Gant ar c'h"Kevre a-enep d'ar Gwallvrudañ" (saozneg Anti-Defamation League) [1] e e vefe Mouezh Aztlan ur strollad enep-yuzevour o nac'hañ e oa bet lazhet yuzevion gant an nazied en Alamagn hag enep-heñvelrevour. Diaezet eo goût, avat, pegen neptu eo an tamalloù-se abalamour ma'z eo ar C'hevre un aozadur hag a sav a-du kreñv gant ar sionouriezh.

Liammoù diavaez:

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]