Mont d’an endalc’had

Morfem mann

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Morfemenn mann)

Er yezhoniezh e vez implijet an termen morfem mann (saoz: null morpheme) evit komz eus ur morfem hag a deu war wel evel ur c'henger bouzar pe diwelus, da lâret eo mannel e-keñver ar fonologiezh daoust ha m'emañ ganti un talvoud yezhadurel e liveoù kevreadurezhel donoc'h, skrivet peurliesañ Ø.

Krouet hag implijet e oa bet an termen evit ar wezh kentañ gant Pāṇini pa savas e bennoberenn diwar-benn yezhadur ar sañskriteg.

Bez' e c'heller lakaat war wel bezañs ur morfem mann dre he c'heñveriañ gant furmoù all an hevelep ger merket gant morfemoù hewel, da skouer e brezhoneg e vez merket unander un anv peurliesañ gant ur morfem mann keit ha ma vez merket al liester reizh gant al lostger -(i)où:

  • tad = tad + = GWRIZIENN("tad") + UNANDER
  • tad = tad + -où = GWRIZIENN("tad") + LIESTER

Talvezout a ra ar morfem mann da verkañ an trede gour unander e brezhoneg ive pa displeger ar verboù, da shouer:

  • red (eñ/hi) = red + = GWRIZIENN("red") + AMZER-VREMAÑ:Trede gour unander
  • redan (me) = red + -an = GWRIZIENN("red") + AMZER-VREMAÑ:Kentañ gour unander

Alies a-walc'h e talvez seurt morfemoù mann evit merkañ an unander, an amzer-vremañ hag an trede gour er yezhoù ma vezont implijet keñver-ouzh-keñver gant morfemoù hewel all evel e brezhoneg. Ar saozneg, avat, a implij ar morfem mann evit merkañ an holl gourioù estreget an trede gour unander en amzer-vreman, da skouer:

  • (He/She/It) runs = run + -s = GWRIZIENN("run") + AMZER-VREMAÑ:Trede gour unander
  • (I/You/We/They) run = run + = GWRIZIENN("run") + AMZER-VREMAÑ:Gourioù all

Peurliesañ e talvez morfemoù mann evit an troadoù nebeutañ merket, da lâret eo an nominativel er yezhoù nominativel-akuzativel hag an absolutivel er yezhoù ergativel-absolutivel.

Daoust ha ma c'hellont kenglotaat, n'eo ket kevatal dre ret avat ur wrizienn mui ur morfem mann d'ur ger amdisplegadet, da lâret eo hep tamm displegadur ebet.