Mor Tasman
Neuz
Mor Tasman (Tasman Sea e saozneg, Te Tai-o-Rehua e maorieg) a zo ur mor lec'hiet etre Aostralia ha Zeland-Nevez, e mervent ar Meurvor Habask. Dont a ra an anv eus hini ar moraer izelvroat Abel Janszoon Tasman.
Ledennadoù mor nes
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- en norzh: Mor Koural
- er biz hag er reter: Meurvor Habask
- er su hag er gevred: Meurvor ar Su
- er c'hornaoueg: Strizh-mor Bass