Mor Liguria

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Mor Liguria (kartenn italianek). Al linennoù ruz a ziskouez ar vevenn hervez Ensavadur Hidrografik Etrebroadel; hag al linennoù glas a ziskouez ar vevenn hervez an Istituto Idrografico della Marina (Italia).

Mor Liguria zo ul lodenn eus ar Mor Kreizdouar. En em astenn a ra etre arvor Provañs hag Aod an Arvor er gwalarn, arvor Liguria ha Toscana, en Italia, en hanternoz hag er reter, hag enez Korsika er c'hreisteiz. Er gevred e tigor war Mor Tirrenia, en tu all da enez Elba. Er goueled anezhañ emañ pleg-mor Genova.

Genova eo ar porzh pouezusañ en arvor. Porzhioù all zo c'hoazh e Savona, La Spezia ha Livorno.