Monetaria obvelata
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
| |||
---|---|---|---|
Hoc'hig-mor obvelata
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Mollusca | ||
Kevrennad : | Gastropoda | ||
Urzhad : | Littorinimorpha | ||
Kerentiad : | Cypraeidae | ||
Genad : | Monetaria | ||
Anv skiantel | |||
Monetaria obvelata (Lamarck, 1810) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Monetaria obvelata a zo unan eus ar pemp spesad a vez renket er genad Monetaria e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WORMS[1]. Ur spesad kregin boutin an hini eo.
Taksonomiezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diskrivet eo bet ar spesad gant Lamarck e 1810 dindan an anv genad Cypraea[2].
Heñvelanvioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Monetaria annulus o vezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:
- Cypraea obvelata Linnaeus, 1758 anv an diskrivadenn hag hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae er spesad nemetañ Cypraea.
- Erosaria obvelata (Linnaeus, 1758) anv aet da get.
- Cypraea tautirana Curtiss, 1938 anv aet da get.
Bevoniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kregin brav eo an Monetaria obvelata. Kavet e vezont tost-tre eus an aod a-wechoù deus an deiz er bloc'hadoù korailh ha dindan reier etre live an izel mor ha 10 m.
Mentoù boutin ar c'hregin bihan-se a zo etre 14 ha 23 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 8 mm gour, pe ramz, betek 32 mm.
-
Kein Monetaria obvelata
Annez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Polinezia C'hall hepken e vev ar spesad.
Gwelout ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Monetaria annulus ha Monetaria moneta daou spesad tost a-walc'h.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ lec'hienn WORMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'an 05 a viz Eost 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=570809(en)
- ↑ Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries, 2000, ti-embann Conchbooks, 2nd edition revised and enlarged, 584p, ISBN 3-925919-25-2 (en)