Monetaria caputserpentis
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
| |||
---|---|---|---|
Hoc'hig-mor penn naer
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Mollusca | ||
Kevrennad : | Gastropoda | ||
Urzhad : | Littorinimorpha | ||
Kerentiad : | Cypraeidae | ||
Genad : | Monetaria | ||
Anv skiantel | |||
Monetaria caputserpentis (Linnaeus, 1758) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Monetaria caputserpentis a zo unan eus ar pemp spesad a vez renket er genad Monetaria e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WORMS[1]. Ur spesad kregin boutin-tre an hini eo.
Taksonomiezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diskrivet eo bet ar spesad gant Linnaeus e 1758 dindan an anv genad Cypraea[2].
Heñvelanvioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Monetaria caputserpentis o vezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:
- Cypraea caputserpentis Linnaeus, 1758 anv an diskrivadenn hag hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae er spesad nemetañ Cypraea.
- Cypraea reticulum Gmelin, 1791 anv aet da get.
- Erosaria caputserpentis (Linnaeus, 1758) anv aet da get.
- Ravitrona caputserpentis (Linnaeus, 1758) anv aet da get.
Isspesadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daou isspesad a zo bet diskrivet :
- Monetaria caputserpentis caputserpentis(Linnaeus, 1758)
- Monetaria caputserpentis caputophidii(Schilder, 927) en Norzh ha reter Meurvor Habask
Bevoniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kregin brav eo an Monetaria caputserpentis. Kavet e vezont etre live an izel mor betek 15 m donder.
Mentoù boutin ar c'hregin etre-se a zo etre 27 ha 35 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 14 mm gour, pe ramz, betek 43 mm.
-
Monetaria caputserpentis o vezañ debret goude bezañ chaseet gant Conus marmoreus
-
Monetaria moneta bev o vont war raok.
-
Monetaria moneta bev o vont war raok.
Annez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meurvor Indez, Meurvor Habask hag ar Mor Ruz eo annezioù ar spesad.
Gwelout ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Monetaria caputdraconis a zo ur spesad tost a-walc'h.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ [(en) WORMS Word Register of Marine species
- ↑ (en) Lorenz Felix & Hubert Alex : A Guide to Worldwide Cowries, Conchbooks, (ISBN 978-3-925919-25-1)