Moneta

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Denarius da Juno Moneta, Moneta, a Avisadora
Moneta war ur bilhed $50
(1861-1862)

Moneta a oa, da gentañ, an anv latin (Monēta e latin) roet e Roma da Mnemosyne, doueez an eñvor e mojennoù Hellaz. Tamm-ha-tamm, war a seblant, ez eus bet kemmesk etre an doueez-se ha Junon, c'hoar ha pried an doue meur Yaou, a veze graet Iūno Monēta anezhi e latin.

Eus an anv Monēta e teu ar gerioù brezhonek "moneiz", ha "minter", evel ma teu meur a c'her all c'hoazh e meur a yezh :

An doueez Moneta[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa greskas levezon relijion Hellaz e Roma e voe azeulet an doueez Moneta, kevatalez d'an doueez hellazat Mnemosyne ("Μνημοσύνη"), doueez an eñver ha mamm Merc'hed an Awen. Diwar hec'h anv e teu ar verb latin monēre (a dalvez kement ha "degas da soñj", "kemenn".) Meneg anezhi zo en ur skrid gant Livius Andronicus (Latin Odyssey) : Nam diva Monetas filia docuit (" o vezañ ma'z eo kelennet gant merc'h doueel Moneta ...", darnskrid 21 Büchner), a c'hall bezañ ar c'hevatal da Od. 8,480-1 pe da 488.

An anv, pe anv-gwan, Moneta, roet da Juno a deu kentoc'h eus ar ger gregach "moneres" ("μονήρης"), kar d'ar ger "monos", unan, hag a dalv kement ha "digenvez, dispar". En amzer Andronicus e voe kemmesk etre anvioù an div zoueez.

Junon Moneta[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Roma e oa un templ anvet Templum Iunonis Monetæ war ar Menez Capitolinus, a-us d'ar Forum. Eno e veze mintet ar pezhioù moneiz, en amzer ma veze liammet an temploù hag ar mintañ moneiz.

Lennegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Moneta zo un dudenn a bouez er varzhoneg "The Fall of Hyperion: A Dream" gant ar barzh saoz John Keats ([1796]]-1821).[1]

Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (en) John Keats (1818), Skrid ar varzhoneg.