Mohammed Emwazi

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Banniel Daech

Mohammed Emwazi (ganet Muhammad Jassim Abdulkarim Olayan al-Dhafiri; arabeg: محمد جاسم عبد الكريم عليان الظفيري‎), ganet d'ar 17 a viz Eost 1988 ha marvet d'an 12 a viz Du 2015, a oa un djihadour saoz eus an aozadur Daech. Eus 2014 betek 2015 e oa bourev evit an aozadur islamour, alies e oa bet gwelet o troc'hañ pennoù gouestlidi. Ur strollad prizonidi o devoa lesanvet anezhañ "John" gant ma oa un taol-mouezh saoz gantañ. Ezel e oa eus ur stollad pevar den gant taolioù-mouezh saoz karget d'ober war-dro prizonidi Daech ha da lazhañ anezho. "The Beatles" e oa lesanvet ar strollad. Ar mediaoù saoz o devoe lesanvet Mohammed Emwazi "Jihadi John".

Gwisket holl e du gant ur gougoulenn, implijet e veze ur gontell kiger gantañ evit seveniñ al lazhadegoù. Alies e c'hourdrouze ar broioù kornôgel e fin ar filmoùigoù propaganda.

D'an 12 a viz Du 2015 e oa bet embannet gant pennoù ofisiel Stadoù-Unanet Amerika e oa bet tizhet gant tennoù dronoù milourel e Raqqa, Siria. Daech en devoa kadarnet e varv e miz Genver 2016.

Prizonidi lazhadeget[kemmañ | kemmañ ar vammenn]