Mont d’an endalc’had

Moelwyn Mawr

Eus Wikipedia
Menez Moelwyn Mawr, en Eryri.

Moelwyn Mawr zo ur menez en Eryri, e kontelezh Gwynedd, e Kembre. Adalek eno e weler Dyffryn Maentwrog en e hed.

Er c'huzh-heol dezhañ emañ Croesor, hag er sav-heol emañ Tanygrisiau. Nepell emañ Moelwyn Bach, er c'hreisteiz, ha kribenn Craigysgafn etrezo. Etre an daou Foelwyn ivez emañ Llyn Stwlan. Er gwalarn, en tu all da Gwm Croesor, emañ Cnicht.

Pignat war Moelwyn Mawr a c'haller adalek Croesor. Adalek lein ar menez eo aes a-walc'h mont dre Graigysgafn da lein Moelwyn Bach ivez.