Moelfre (Mon)
Neuz
(Adkaset eus Moelfre (kêriadenn))
Moelfre zo ur gêriadenn hag ur porzh bihan en hanternoz Kembre, e reter Enez Von, hanter hent etre Benllech hag Amlwch. Gwechall e oa pesketaerien, hiriv n'eus nemet touristed e-pad an hañv.
Dre eno e tremen Llwybr Arfordirol Ynys Môn, ar wenodenn a ra tro Enez Von a-hed an aod.
Enezenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Enez Moelfre zo dirak ar gêriadenn.
Penseoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daou beñse bras zo bet er c'hornad:
- Hini ar Royal Charter e miz Here 1859, o vont eus Aostralia da Liverpool, a yeas a-benn d'ar c'herreg etre Moelfre ha Traeth Lligwy. 450 den a voe lazhet, biskoazh kement en ur peñse war aod Kembre;
- Tost da 100 vloaz goude e voe tro an Hindlea tost er memes lec'h. En dro-mañ avat e voe saveteet an holl gant bag-savete Moelfre.