Mont d’an endalc’had

Moab (rouantelezh)

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Moav)
Saonenn ar stêr Jordan war-dro 830 kent JK, Moab en limestra .
Doue brezelour eus Moab. Peulvaen eus oadvezh an arem (war-dro 1200 kent JK) pe oadvezh an houarn (war-dro 800 kent JK), kavet e Redjōm el-A'abed en 1861 gant Félix de Saulcy ha degaset da Vro-C'hall en 1865 gant duc de Luynes

Moab a oa ur rouantelezh er Reter-Nesañ, tost da saonenn ar stêr Jordan.

Moab er Bibl

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Moab zo un den meneget e anv e Levr ar C'heneliezh, ar c'hentañ eus levrioù Bibl. Mab e oa da Loth ha d'e verc'h henañ[1].

Edo Rouantelezh Moab er Bibl war lez kleiz ar stêr Jordan, er reter d'ar Mor Marv, e Jordania a vremañ. Dibon e oa ar gêr-benn, e saonenn an Arnon.

Ar Ruth a zo penntudenn Levr Ruth zo ur vaouez eus ar bobl-se.

  1. Ar Bibl, Geneliezh XIX:37-38.